George Vancouver (22 a viz Mezheven 1757 - 10 a viz Mae 1798) a oa ur moraer saoz en doa ergerzhet aodoù reter Norzhamerika.
Da 13 vloaz e stagas George Vancouver da vageal. Kemer a reas perzh en eil hag e trede beaj James Cook ha dont a reas da vezañ kabiten. E 1790 e voe fiziet ennañ ar garg da ergerzhet ar Meurvor Habask, e bourzh an Discovery.
E-pad ar bloavezh kentañ (1791) e verdas en-dro da Aostralia, Zeland-Nevez, ha mont a reas betek Tahiti ha Sina, en ur zastum plant ha kartennaouiñ an aodoù. Goude-se ez eas war-zu aodoù kornôg Norzhamerika. Heuliañ a reas aod ar pezh a zo deuet da vezañ stadoù Oregon ha Washington. Tremen a reas hañvezh 1792 o verdeiñ en-dro d'an enezenn vras a voe anvet diwarnañ diwezhatoc'h, Enez Vancouver, en norzh da strizh-mor Juan de Fuca. Reiñ a reas anvioù lod eus an dud a oa gantañ da lec'hioù ergerzhet ganto, evel da skouer ar Puget Sound, ur vrec'h-vor a zo e stad Washington hiziv.
En em gavout a reas gant ar moraer spagnol Juan Francisco de la Bodega y Quadra, e Nootka Sound, war aod reter enez Vancouver, ul lec'h ma oa diazezet Spagnoliz, ur pennad zo dija. Dre ziouer a urzhioù sklaer a-berzh o gouarnamantoù ne voe tizhet emglev ebet etre an daou zen, evit resisaat mennadoù an div stad, Spagn ha Breizh-Veur, war perc'henniezh an douaroù-se.
E miz Ebrel 1792 en em gavas gant ar Stadunanad Robert Gray, a venegas dezhañ ur stêr vras a oa bet badezet Columbia gantañ. N'eo nemet diwezhatoc'h, en diskar-amzer, e roas urzh d'unan eus e letananted, William Robert Broughton, da sevel gant ar stêr-se.
Goude bezañ tremenet ar goañv war aod Kalifornia, ez eas Vancouver norshoc'h e 1793 ha tizhout a reas inizi hag a zo bremañ war aod kreisteiz Alaska.
Distreiñ a reas da Vro-Saoz, en ur ober tro Suamerika dre ar C'hab Horn, e 1795. Mervel a reas d'an 10 a viz Mae 1798 e Petersham.